Romaned 8:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gouzout a reomp penaos betek vremañ an holl grouadelezh a huanad hag a c’houzañv gwentloù ar gwilioud, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag ni a oar penaos, bete vreman, an holl grouadurien a zo oc’h huanadi assambles, hag a zo assambles en poan ar goentrou; |
Graet o deus ur glac'har diouti, glac'haret eo, e kañv emañ dirazon. An holl vro a zo glac'haret, rak den n'en deus bet e galon teneraet eviti.
Betek pegeit e vo ar vro er c'hañv ha geot an holl barkeier disec'het en abeg da zrougiezh an dud a zo o chom enni? Al loened hag al laboused a zo distrujet, rak ar re zrouk o deus lavaret: Ne welo ket hon dibenn.
Keit ha ma vo gwastet, e tiskuizho, abalamour ma n’en doa ket diskuizhet e-pad ho teizioù sabad, pa oac’h o chom warnañ.
Pa wilioud ur wreg, he devez poan abalamour ma’z eo deuet hec’h eur, met goude ma he deus ganet ur bugel, n’he deus ken soñj eus he foan gant al levenez he deus da vezañ ganet un den er bed.
rak n’eo ket dre gaer emañ ar grouadelezh dindan ar fouge, met abalamour d’an hini en deus he lakaet eo,
gant ma chomot diazezet war ar feiz ha start en ho sav, hep dilezel esperañs an Aviel hoc’h eus klevet, a zo bet prezeget d’an holl grouadelezh a zo dindan an neñv, hag ez on bet graet me, Paol, ministr anezhañ.