Evel-se eta, mar deu da zimeziñ da ur gwaz all e-pad buhez hec’h ozhac’h, e vo galvet avoultrerez. Met mar deu hec’h ozhac’h da vervel, dieubet eo diouzh al lezenn en hevelep doare ma n’eo ket avoultrerez mar deu da zimeziñ da ur gwaz all.
Romaned 7:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ur wreg dimezet a zo ereet dre al lezenn ouzh hec’h ozhac’h e-keit ha ma’z eo bev, met mar deu hec’h ozhac’h da vervel, dizereet eo diouzh lezenn an ozhac’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag ar vaouez pehini a zo dimezet, a zo ereet ouz he ozac’h dre al lezen, keit ha ma choum beo; mes mar deu an ozac’h da vervel, hi a zo dizereet euz a lezen he ozac’h. |
Evel-se eta, mar deu da zimeziñ da ur gwaz all e-pad buhez hec’h ozhac’h, e vo galvet avoultrerez. Met mar deu hec’h ozhac’h da vervel, dieubet eo diouzh al lezenn en hevelep doare ma n’eo ket avoultrerez mar deu da zimeziñ da ur gwaz all.
Met bremañ dizereet omp bet diouzh al lezenn, o vezañ marv d’ar pezh a oamp dalc’het dindanañ, en hevelep doare ma servijomp e nevezded ar spered ha nann hervez al lizherenn a zo deuet da vezañ kozh.
Ur wreg a zo ereet dre al lezenn e-pad ma’z emañ hec’h ozhac’h o vevañ. Met ma varv hec’h ozhac’h, frank eo da zimeziñ gant an neb a fell dezhi, nemet ra vo en Aotrou.
Ar wreg n’eo ket mestr war he c’horf hec’h-unan, met an ozhac’h eo. En hevelep doare ivez an ozhac’h n’eo ket mestr war e gorf e-unan, met ar wreg eo.