Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.
Romaned 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) da lavaret eo, ar vuez eternel d? ar re pere, o kenderc’hel da ober ar pez a zo mad, a glask ar gloar, an henor hag an immortalite; |
Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.
Bez en gortoz eus an AOTROU ha mir e hent, sevel a raio ac'hanout da berc'hennañ an douar, an dud drouk a vo lamet kuit dirak da zaoulagad.
a zistro e zorn diouzh ar paour, na gemer ket kampi nag en tu all d'ar pezh a zo dleet dezhañ, a vir va barnedigezhioù hag a gerzh hervez va reolennoù, an den-se ne varvo ket en abeg da zireizhder e dad, a-dra-sur e vevo.
Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.
An hini a ved resev ur gopr hag a zastum frouezh evit ar vuhez peurbadus, evit m’en em laouenaio an hini a had ivez gant an hini a ved.
Penaos e c’hellit krediñ, c’hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?
met gloar, enor ha peoc’h da bep den a ra ar mad, d’ar Yuzev da gentañ, ha goude d’ar Gresian.
Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.
Me a gav din n’eus heñveledigezh ebet etre poanioù an amzer a-vremañ hag ar gloar da zont a vo diskuliet ennomp.
evit reiñ da anavezout pinvidigezh e c’hloar e-keñver podoù a drugarez en deus graet a-ziaraok evit ar gloar,
Evel-se eo ivez gant an adsavidigezh a-douez ar re varv. Ar c’horf a zo hadet breinus, adsevel a raio divreinus,
Hag an dra-mañ a lavaran, breudeur, ar c’hig hag ar gwad ne c’hellont ket kaout rouantelezh Doue da hêrezh, hag ar vreinadurezh n’he deus ket an divreinusted da hêrezh.
Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.
N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.
Ra vo ar c’hras gant ar re holl a gar hon Aotrou Jezuz-Krist gant ur garantez digemmus! Amen.
Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c’houzout eo: Krist ennoc’h, an esperañs eus ar gloar.
Da Roue ar c’hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.
hag a zo bet bremañ diskuliet dre zonedigezh hor Salver Jezuz-Krist, en deus distrujet ar marv ha lakaet er sklêrijenn ar vuhez hag an divarvelezh dre an Aviel,
Graet ec’h eus anezhañ un nebeud izeloc’h eget an aeled, e gurunet ec’h eus gant gloar hag enor, e lakaet ec’h eus da vestr war oberoù da zaouarn,
evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted.