Gwelout a rit kalz a draoù met ne daolit ket evezh, ho tivskouarn a zo digor met ne glevit netra.
Romaned 2:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Te eta, a gelenn ar re all, ha n’en em gelennez ket da-unan? Te a brezeg na dleer ket laerezh, hag e laerez? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) te eta, pehini a zesk ar re all, n’en em zeskez ket da‐unan! Prezeg a rez na dleer ket laerez, hag e ez laeronsiou! |
Gwelout a rit kalz a draoù met ne daolit ket evezh, ho tivskouarn a zo digor met ne glevit netra.
Chas lontek ez int, ne c'hellont ket bezañ leuniet, mesaerien n'ouzont ket kompren, heuliañ a reont holl o hent o-unan, troet pep hini etrezek e c'hounid, betek an hini diwezhañ,
He fennoù-bras en he c'hreiz a zo bet heñvel ouzh bleizi o tiframmañ o freizh, en ur skuilhañ gwad ha en ur goll eneoù evit gounidoù direizh.
He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!
Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn, met c’hwi hoc’h eus graet anezhañ ur c’havarn laeron.
Hag e lavaras: Gwalleur deoc’h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec’hioù na c’hellont ket dougen, ha c’hwi hoc’h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied.
Ar serrvijer hag a anavez bolontez e vestr, ha n’eo ket en em zalc’het prest ha n’en deus ket graet hervez e volontez, a vo skoet warnañ kalz a daolioù.
Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec’h na’m eus lakaet netra hag a ved e-lec’h na’m eus ket hadet.
Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c’hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac’ha da-unan. Gra ivez amañ, en da vro, kement hon eus klevet ac’h eus graet e Kafarnaoum.
Met bloñsañ a ran va c’horf hag e lakaan anezhañ da blegañ din, gant aon na vefen taolet kuit va-unan goude bezañ prezeget d’ar re all.
Rak an amdroc’hidi o-unan ne viront ket al lezenn, met fellout a ra dezho e viot amdroc’het evit kavout gloar en ho kig.