En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!
Romaned 2:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned doktor ar re ziouiziek, mestr ar re hegredik, o kaout el lezenn reolenn ar c’houiziegezh hag ar wirionez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) doctor ar re diwiziec, mestr‐scol an dud simpl, o kaoud ebarz al lezen ar reglen euz ar skiant hag euz ar wiriionez; |
En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!
Ha kas a reomp eta da netra al lezenn dre ar feiz? N’eo ket! Er c’hontrol, diazezañ a reomp al lezenn.
Met grasoù ra vo roet da Zoue, goude bezañ bet sklavourien d’ar pec’hed, hoc’h eus sentet a galon ouzh reolenn a gelennadurezh oc’h bet roet dezhi.
Breudeur, ne’m eus ket gallet komz deoc’h evel da dud speredel met evel da dud kigel, evel da vugale vihan e Krist.
Dalc’h er feiz hag er garantez a zo e Jezuz-Krist ar skouer eus ar gerioù yac’h ac’h eus klevet diganin.
o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac’het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.
Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.
Hogen an hini a zo maget gant laezh ne gompren ket ger ar reizhder, rak ur bugel bihan eo.
Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc’h.
c’hoantait evel bugale nevez-c’hanet laezh glan ar ger, evit ma c’hellot kreskiñ drezañ,