Bez’ e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol.
Romaned 16:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Timote, va c’henlabourer, Lusiuz, Jason ha Sozipater, va c’herent, a salud ac’hanoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Timoteus, va c’hen‐labourer, ha Lucius, ha Jason, ha Sosipater, va c’herent, a zalud ac’hanoc’h. |
Bez’ e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol.
Kerkent ar vreudeur a gasas kuit Paol, evit ober van da vont war-zu ar mor. Silaz ha Timote a chomas eno.
Met ar Yuzevien diskredik, leun a warizi, a gemeras ganto un toullad paotred fall diwar al leurgêr, hag, o vezañ dastumet un engroez, e lakajont trubuilh dre gêr. O vont da di Jason, e klaskjont anezho evit o c’has dirak ar bobl.
Pa voe deuet Silaz ha Timote eus Makedonia, Paol, bountet gant ar Spered, a roas testeni gant hardizhegezh d’ar Yuzevien ez eo Jezuz ar C’hrist.
O vezañ kaset e Makedonia daou eus ar re a sikoure anezhañ, Timote hag Erast, e chomas c’hoazh un nebeud amzer en Azia.
Ambrouget e voe betek Azia gant Sopater eus Beroia, Aristark ha Sekunduz eus Tesalonike, Gaiuz eus Derb, Timote, ha Tichik ha Trofim eus Azia.
Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c’herent ha va c’henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon.
Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig,
Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Timote, da Iliz Doue a zo e Korint ha d’an holl sent a zo en Akaia a-bezh:
Rak Jezuz-Krist, Mab Doue, an hini a zo bet prezeget deoc’h ganeomp, ganin-me, gant Silvan, gant Timote, n’eo ket bet “ya” ha “nann”, met bet eo “ya” ennañ.
Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:
Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue an Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c’henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc’h aliañ diwar-benn ho feiz,
Met bremañ Timote, o vezañ distroet eus ho kichen d’hor c’havout, en deus degaset deomp keloù mat eus ho feiz hag eus ho karantez; lavaret en deus deomp e virit ur soñj mat ac’hanomp, o c’hoantaat hor gwelout evel ma c’hoantaomp hon-unan ho kwelout.
Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue hon Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist:
da Dimote, va gwir vab er feiz: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!
Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.
O Timote, mir ar pezh a zo bet fiziet ennout, oc’h en em virout diouzh ar c’homzoù aner ha disakr ha diouzh ar c’houiziegezh a zo galvet e gaou evel-se,
da Dimote, va mab karet-mat: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!
Gouzout a rit eo bet dibrizoniet hor breur Timote. Mar deu prest, e welin ac’hanoc’h asambles gantañ.