Evel-se ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.
Romaned 16:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saludit Rufuz, dibabet gant an Aotrou, hag e vamm a zo ivez va hini. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Saludit Rufus, choazet gant an Aotrou, hag he vam, pehini a zo ive mam d’in‐me. |
Evel-se ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.
Un den eus Siren, anvet Simon, tad Aleksandr ha Rufuz, a dremene dre eno o tont eus ar parkeier, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.
N’eo ket c’hwi hoc’h eus va dibabet, met me eo am eus ho tibabet hag am eus ho lakaet, evit ma’z eot ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc’hus, hag evit ma roio va Zad deoc’h kement a c’houlennot em anv digantañ.
Neuze e lavaras d’an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di.
Saludit Trifen ha Trifoz a labour evit an Aotrou. Saludit Persiz ar garet-mat, labouret he deus kalz evit an Aotrou.
Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,
Met e tleomp trugarekaat Doue dalc’hmat abalamour deoc’h, breudeur karet-mat gant an Aotrou, dre ma en deus Doue ho tibabet abaoe ar penn-kentañ evit ar silvidigezh dre santeladur ar Spered ha dre ar feiz er wirionez.
An henaour, d’an Itron dibabet ha d’he bugale, a garan er wirionez, ha nann me va-unan met ar re holl o deus anavezet ar wirionez,