evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho.
Romaned 15:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hervez ma’z eo skrivet: Ar re na oa ket bet prezeget dezho a welo, hag ar re n’o doa ket klevet komz anezhañ a gompreno. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hervez ma’z eo scrivet: Ar re da bere ne oa ket bet annonset her gwelo, hag ar re n’ho doa ket klevet komz anezhan, a glevo. |
evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho.
Klasket on bet gant ar re na'm goulennent ket, kavet on bet gant ar re na'm c'hlaskent ket, lavaret em eus d'ur vroad na oa ket anvet eus va anv: Setu-me amañ, setu-me amañ!
Ha n’hoc’h eus ket lennet ar gomz-mañ er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn;