Romaned 15:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ra zeuio pep hini ac’hanomp da blijout d’e nesañ er pezh a zo mat evit e greñvadur. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ra zeui kentoc’h pep hini ac’hanomp da glask plijoud d’he nessa, er pez a zo mad, evit an edification; |
Pep tra a zo aotreet din, met pep tra n’eo ket talvoudus. Pep tra a zo aotreet din, met pep tra ne genteilh ket.
eveldon me ivez a fell din plijout d’an holl en holl draoù hep klask va mad va-unan, met o klask hini kalz evit ma vint salvet.
Petra eta a zo d’ober, breudeur? Pa en em vodit, pep hini ac’hanoc’h ha bez’ en deus ur c’hantik, ur gelennadurezh, ur yezh, un diskuliadur, ur jubennadur? Ra vo graet pep tra evit kenteliañ.
Ha krediñ a rit e fell deomp adarre en em zidamall dirazoc’h? Komz a reomp dirak Doue e Krist, ha kement-se holl, re garet mat, evit ho kenteliañ.
Levenez hon eus pa vezomp dinerzh gant ma viot kreñv. Hag ar pezh a c’houlennomp en hor pedennoù, eo ma teuot da vezañ peurvat.
Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh evit ma raint vat d’ar re o c’hlevo.