Ha Doue a lavaras: Setu, roet em eus deoc'h pep geotenn o tougen had a zo war-c'horre an douar holl, ha pep gwezenn he deus enni frouezh gwezenn o tougen had: kement-se a vo ho poued.
Romaned 14:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Unan a gred gallout debriñ a bep tra, met an hini a zo dinerzh ne zebr nemet legumaj. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Unan a gred ec’h hell dibri euz a bep tra; hag an hini a zo febl na zebr nemed legumach. |
Ha Doue a lavaras: Setu, roet em eus deoc'h pep geotenn o tougen had a zo war-c'horre an douar holl, ha pep gwezenn he deus enni frouezh gwezenn o tougen had: kement-se a vo ho poued.
Kement a fiñv hag en deus buhez a vo deoc'h evel boued, reiñ a ran kement-se holl evel ar geot glas.
Amprou da servijerien e-pad dek deiz, ha ra vo roet deomp legumaj da zebriñ ha dour da evañ.
Evel-se e lame Melzar ul lodenn eus o meuzioù hag o gwin lakaet da evañ, hag e roe dezho legumaj.
Gouzout a ran, ha sur mat on dre an Aotrou Jezuz n’eus netra dic’hlan anezhañ e-unan, koulskoude, an hini a gred ez eo un dra dic’hlan, an dra-se a zo dic’hlan evitañ.
Na zistruj ket oberenn Doue evit ur boued. Gwir eo ez eo glan an holl draoù, met fall eo d’an den debriñ anezho en ur zont ur maen-kouezh.
Ni ar re greñv a dle gouzañv dinerzhded ar re zinerzh ha ne dleomp ket en em blijout ennomp hon-unan.
Lakait evezh koulskoude na zeufe ar frankiz hoc’h eus da vezañ ur maen-kouezh evit ar re zinerzh.
Bet on evel dinerzh gant ar re zinerzh evit gounit ar re zinerzh. En em c’hraet on e pep tra d’an holl evit salviñ en un doare bennak hiniennoù anezho.
Rak a-raok ma oa deuet hiniennoù a-berzh Jakez, e tebre gant ar baganed. Met adalek ma oant erruet, en em dennas ha en em zalc’has pell diganto o kaout aon rak an amdroc’hidi.
Rak kement en deus Doue krouet a zo mat ha netra na dle bezañ taolet kuit, pa o c’hemer gant trugarez,
Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet.
N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.
hag a oa hepken gourc’hemennoù kigel, gant bouedoù, evajoù ha meur a walc’hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra.