Lavarout a ran deoc’h: Piv bennak a anzavo ac’hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue,
Romaned 10:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar anzavez gant da c’henoù an Aotrou Jezuz ha mar kredez en da galon en deus Doue e adsavet a-douez ar re varv, e vi salvet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a ra penaos mar deuez da anzav a c’henou ez eo Jesus an Aotrou, ha mar credez en da galon hen deuz Doue savet anezhan adouez ar re varo, e vezi salvet. |
Lavarout a ran deoc’h: Piv bennak a anzavo ac’hanon dirak an dud, Mab an den en anzavo dirak aeled Doue,
E dud a lavaras kement-se o vezañ m’o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C’hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.
Doue en deus e adsavet a varv, o vezañ torret ereoù ar marv, dre ma ne oa ket posupl e vije dalc’het gantañ.
Evel ma’z aent dre an hent, ec’h errujont e-lec’h ma oa dour, hag an eunuk a lavaras: Setu dour, petra a vir na vefen badezet?
Rak krediñ a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoù evit kaout ar silvidigezh.
Rak skrivet eo: Me a zo bev, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazon ha pep teod a roio gloar da Zoue.
Rak evit-se eo Krist marvet, eo adsavet a-varv hag en deus adkemeret ar vuhez, evit ma reno war ar re vev ha war ar re varv.
met deomp-ni eo ivez e vo kontet kement-se, ni hag a gred en hini en deus adsavet a-douez ar re varv Jezuz hon Aotrou,
Piv a gondaono anezho? Krist a zo marv, hag ivez adsavet a varv, emañ zoken a-zehou da Zoue, hag ouzhpenn ec’h erbed evidomp.
Dre-se e tisklêrian deoc’h penaos den ebet hag a gomz dre Spered Doue ne lavar: Jezuz a zo milliget! Ha den ne c’hell lavarout: Jezuz a zo an Aotrou! nemet dre ar Spered-Santel.
drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.
Rak meur a doueller a zo deuet e-barzh ar bed ha n’anzavont ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig. Hennezh eo an toueller hag an enepkrist.