Nehemia 3:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned War e lerc'h e tresas Malkija mab an orfebour, betek ti an Netiniz hag ar varc'hadourien, dirak dor Mifkad ha betek savenn ar C'horn. |
War e lerc'h e tresas Hanania mab Shelemia hag Hanun c'hwec'hvet mab Zalaf ul lodenn all. War o lerc'h e tresas Meshullam mab Berekia dirak e gambr.
En o c'hichen e tresas Uziel mab Harhaja, a-douez an orfebourien. En e gichen e tresas Hanania, a-douez ar borfumerien. Lezel a rejont al lodenn eus Jeruzalem betek ar voger Ledan.