Mika 7:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar broadoù en gwelo ha mezh o devo gant o holl c'halloud. Lakaat a raint o dorn war o genoù, hag o divskouarn a vo bouzar. |
Neuze hor genoù a oa leun a griadennoù a levenez, hag hon teod a ganoù a drec'h. Neuze e veze lavaret e-touez ar broadoù: An AOTROU en deus graet traoù bras d'ar re-mañ.
Mar ec'h eus graet follentez oc'h en em sevel da-unan, ha mar ec'h eus soñjet en droug, laka da zorn war da c'henoù.
AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.
evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho.
Anavezout a ran o oberoù hag o soñjoù. Deuet eo an amzer da zastum an holl vroadoù hag an holl yezhoù. Dont a raint, hag e welint va gloar.
Hag e vin meuraet ha santelaet, hag e vin anavezet dirak daoulagad broadoù niverus, hag e ouezint ez on me an AOTROU.
Ar welerien a vo mezhek, hag an diouganerien a ruzio gant an dismegañs, an holl a c'holoio o barv, rak ne vo respont ebet a-berzh Doue.
Ha nemorant Jakob a vo e-kreiz ar broadoù, e-touez pobloù niverus, evel ul leon e-touez loened ar goadeg, evel ul leon yaouank e-touez tropelloù deñved, a vac'h hag a ziframm pa dremen, ha den ne zieub.
Diskar a rin tron ar rouantelezhioù, distrujañ a rin nerzh rouantelezhioù ar broadoù, diskar a rin ar c'hirri hag ar re a bign warno. Ar c'hezeg hag ar re a bign warno a vo taolet d'an traoñ, an eil dre gleze egile.
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.
Ar broadoù a zo taeret ha da gounnar a zo deuet, kenkoulz hag an amzer da varn ar re varv, da c’hopraat da servijerien ar brofeded, ar sent hag ar re a zouj da anv, bihan ha bras, ha da zistrujañ ar re a zistruj an douar.