Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec’h ar marv, rak ma vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c’hoazh hiziv en he sav.
Mazhev 8:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe antreet Jezuz e Kafarnaoum, ur c’hantener a zeuas d’e gavout, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus o veza antreet en Cafernaüm, eur c’hantener a zeuaz d’he gavout, o pedi anezhan, hag o lavaret: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Quentéh ma oé deid Jesus é Cafarnaum e tas d’er havouet ur hantenær péhani é hras dehou er beden‐men: |
Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec’h ar marv, rak ma vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c’hoazh hiziv en he sav.
Neuze ar c’hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c’hren-douar ha kement a oa c’hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, hemañ a oa Mab Doue.
O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek war harzoù Zabulon ha Neftali,
Ar c’hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.
P’o doe e ereet gant korreoù, Paol a lavaras d’ar c’hantener a oa eno: Hag aotreet eo deoc’h skourjezañ ur c’heodedour Roman, hep ma vefe bet kondaonet?
Paol a c’halvas unan eus ar gantenerien hag a lavaras: Kas an den yaouank-se da gavout ar c’habiten, rak un dra bennak en deus da lavarout dezhañ.
Gervel a reas daou eus ar gantenerien hag e lavaras: Dalc’hit prest daou c’hant soudard, dek marc’heger ha tri-ugent ha daou c’hant gwareger, evit mont betek Kezarea d’an deirvet eur eus an noz.
Avel ar c’hreisteiz o vezañ deuet da c’hwezhañ goustadik, e kredjont e oant mistri eus o menoz hag, o tizeoriañ, e hedjont Kreta tost d’ar ribl.
Paol a lavaras d’ar c’hantener ha d’ar soudarded: Ma ne chom ket ar re-mañ er vatimant, ne c’hellot ket bezañ saveteet.
Met ar c’hantener, o c’hoantaat saveteiñ Paol, a zistroas anezho diouzh ar soñj-se hag a roas urzh d’ar re holl a ouie neuñvial d’en em zeurel en dour da gentañ ha da vont betek an douar,
Evel ma’z emañ Lidda tost ouzh Jope, an diskibien, o vezañ gouezet e voe Pêr eno, a gasas daou zen d’e gavout ha d’e bediñ da zont hep dale d’o zi.