Asa a grias d'an AOTROU e Zoue hag a lavaras: AOTROU! Evidout, ken aes eo sikour ar re a zo kalz hag ar re a zo dinerzh. Sikour ac'hanomp, AOTROU hon Doue! Rak warnout ez omp en em harpet, hag ez anv ez omp deuet a-enep an engroez-mañ. Te eo an AOTROU hon Doue, ra ne drec'ho ket an den warnout!
O hon Doue! Ha ne varni ket anezho? N'eus ket a nerzh ennomp dirak an niver bras-mañ a zeu a-enep deomp, ha n'ouzomp ket petra ober, met hon daoulagad a zo warnout.
Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu, ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc’h a zo o paouez mervel, met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo.
Tostaat a rejont outañ hag en dihunjont, o lavarout: Mestr, Mestr, ez eomp da goll! O vezañ dihunet, e c’hourdrouzas d’an avel ha da donnoù an dour. Ar re-mañ a davas hag e voe ur sioulder bras.