Mazhev 6:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met pa bedez, kae ez kambr, hag, o vezañ serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes te, pa bedez, antren en da gambr, hag o veza serret an nor, ped da Dad pehini a zo el leac’h secret‐se; ha da Dad pehini a vel er secret, hen rento d’id dirag an holl. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs hui pe bedet, quêrhet en hou gambr, ha goudé en dout cherret en ôr pedet hou Tad én cuh: hag hou zad péhani e huél én cuh, e hrei doh hou gôbr dirac en ol. |
Kae va fobl, kae da'z kambroù, serr an dorojoù war da lerc'h, en em guzh evit ur pennad bihan, betek ma vo tremenet ar gounnar.
P’en doe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ a-du. An abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan.
evit na vo ket gwelet gant an dud e yunez, met hepken gant da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
evit ma vo da aluzen graet e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
Natanael a lavaras dezhañ: A-belec’h ec’h anavezez ac’hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c’halvas Filip ac’hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, da welet em eus.
Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n’on ket c’hoazh pignet etrezek va Zad. Met kae da gavout va breudeur ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, etrezek va Doue hag ho Toue.
Korneli a lavaras: Pevar devezh ’zo, em eus yunet betek an eur-mañ, ha d’an navet eur, e peden em zi. Ha setu, un den gwisket gant dilhad lugernus en em ziskouezas dirazon
An deiz war-lerc’h, evel ma oant en hent ha ma tostaent ouzh kêr, Pêr a bignas war leurdoenn an ti, war-dro ar c’hwec’hvet eur, da bediñ.
Pêr, o vezañ kaset an holl er-maez, en em lakaas war e zaoulin hag a bedas. Hag, o treiñ etrezek ar c’horf, e lavaras: Tabita, sav! Hi a zigoras he daoulagad hag, o vezañ gwelet Pêr, ec’h azezas.
Rak ar re a vev hervez ar c’hig a laka o c’harantez e traoù ar c’hig, met ar re a vev hervez ar spered a laka o c’harantez e traoù ar spered.