Jakob a c'halvas al lec'h-se Peniel, rak lavarout a reas: Gwelet em eus Doue dremm ouzh dremm ha va ene a zo bet saveteet.
Mazhev 5:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eürus ar re o deus ur galon glan, rak Doue a welint! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eürus ar re bur a galon; rag int a velo Doue. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Eurus er ré glan a galon, rac ind e huélou Doué. |
Jakob a c'halvas al lec'h-se Peniel, rak lavarout a reas: Gwelet em eus Doue dremm ouzh dremm ha va ene a zo bet saveteet.
gant an hini a zo glan ez out glan, met gant an hini a zo fallakr e rez dezhañ hervez e fallagriezh.
An hini a gerzh en eeunder hag a vir ar reizhder, an hini a lavar ar wirionez evel ma emañ en e galon,
An hini a zo naet e zaouarn ha glan e galon, an hini n'en deus ket douget e ene etrezek ar faosoni, an hini na dou ket evit touellañ.
Pec'het em eus a-enep dit, a-enep dit-te da-unan, hag em eus graet ar pezh a zo fall dirak da zaoulagad, en doare ma vi reizh pa gomzi, didamall pa varni.
n’en deus graet diforc’h ebet etre ni hag int, o vezañ glanaet o c’halonoù dre ar feiz.
Bremañ e welomp dre ur melezour, en un doare teñval, neuze e welimp dremm ouzh dremm. Bremañ ec’h anavezan en un doare diglok, met neuze ec’h anavezin-tre, evel ma’z on bet anavezet-tre.
O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.
Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet.
tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.
pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.
Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.
Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.
O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,