Pa’z ejont er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.
Mazhev 5:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar fell da unan bennak rediñ ac’hanout da vont gantañ e-pad ur mil, kae e-pad daou vil. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha piou‐benag a oblijo ac’hanoud da vond eul leo ganthan, kea diou. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha pihue‐benac e laquei anoh de valé ur leave guet hou, quêrhet deu. |
Pa’z ejont er-maez, e kavjont un den eus Siren, anvet Simon, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.
Mar fell da unan bennak prosezañ ouzhit ha kemer da doneg, laosk ivez gantañ da vantell.
Ro d’an neb a c’houlenn ouzhit, ha na zistro ket diouzh an hini a fell dezhañ amprestañ diganit.
Un den eus Siren, anvet Simon, tad Aleksandr ha Rufuz, a dremene dre eno o tont eus ar parkeier, hag e redijont anezhañ da zougen e groaz.
Evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war-lerc’h Jezuz.
Karantez Krist a wask ac’hanomp, o vezañ ma kredomp penaos mar d-eo unan hepken marvet evit an holl, an holl eta a zo marv.