Mazhev 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned C’hwi a zo holen an douar, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo sallet? N’eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez ha mac’het gant treid an dud. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) C’houi eo holen an douar; mes mar koll an holen he vlaz, gant petra e vezo hen sallet? N’eo mui mad da netra, nemed da veza taolet er meaz, ha da veza mac’het gant treid an dud. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hui e zou halèn en douar; mæs mar coll en halèn é nerh, gued petra e vou halènet? Nén dé mui mâd de nitra, meid de vout tauled er mæz, ha de vout mahet édan en treid en dud. |
Da holl brofoù graet e donezonoù a vo temzet gant holen; ne lezi ket da zonezon hep an holen eus emglev da Zoue; war da holl brofoù e kinnigi holen.
Ra vo atav ho komz leun a c’hras ha temzet gant holen, en un doare da c’houzout respont da bep hini evel ma’z eo dleet.
A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?