Mazhev 4:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da’m azeuliñ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An holl draou‐ze a roin d’id, mar en em brosternez d’am adori. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ean laras dehou: Me rei d’oh ol en treu‐zé mar stouyet dirac‐on eit m’adorein. |
Kaset e vi kuit a-douez an dud, da chomlec'h a vo gant loened ar parkeier, geot a vo roet dit da zebriñ evel d'an ejened, ha seizh amzer a dremeno warnout, betek ma ouezi e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.
hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en droukroio deoc’h? Int a reas marc’had gantañ eus tregont pezh arc’hant.
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
Jezuz, oc’h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,
evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.
Ra ne vo ket nevez distroet ouzh Doue, gant aon, o vezañ c’hwezet gant an ourgouilh, na gouezhfe dindan kondaonidigezh an diaoul.
Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.
War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.