Mazhev 28:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar warded a grenas gant ar spont dirazañ hag a zeuas evel tud varv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha gant ar spount ar gwarded ho doa krenet hag a oa deuet da veza evel tud varo. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs er soudarded e oé ino é goarn en doé bet quement a eun a nehou, ma chomezant hantér varhue. |
Me, Daniel va-unan, a welas ar weledigezh, hag an dud a oa ganin ne weljont ket ar weledigezh, met ur spont bras a gouezhas warno hag e tec'hjont da guzh.
Pa voent aet kuit, setu, lod eus ar warded a zeuas e kêr hag a zisklêrias d’ar veleien vras kement a oa c’hoarvezet.
Met an ael a lavaras d’ar gwragez: Evidoc’h, n’ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz.
O vezañ goulennet gouloù, ec’h antreas buan hag, en ur grenañ, en em daolas ouzh treid Paol ha Silaz.
Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,