Ar barennoù a oa hir en doare ma veze gwelet o fennoù a-raok an arc'h dirak ar santual, met ne vezent ket gwelet a-ziavaez. Hag ez int eno betek hiziv.
Mazhev 27:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak eo bet galvet ar park-se Park ar Gwad betek hiziv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Abalamour da ze ar park‐se a zo c’hoas kanvet hirio Park ar goad. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Eit quement‐cé, er parq‐zé zou hoah hinihue en dé hanhuet Halcedama, de laret‐é, Parq er goaid. |
Ar barennoù a oa hir en doare ma veze gwelet o fennoù a-raok an arc'h dirak ar santual, met ne vezent ket gwelet a-ziavaez. Hag ez int eno betek hiziv.
Int, o vezañ kemeret an arc’hant, a reas evel ma oa bet lavaret dezho. Hag ar vrud-se a zo bet en em skuilhet e-touez ar Yuzevien betek hiziv.
Ar pezh a zo bet anavezet gant holl dud Jeruzalem, en hevelep doare ma’z eo bet galvet ar park-se en o yezh Akeldama, da lavarout eo: Park ar Gwad.
Hag e sebelias anezhañ en un draonienn e bro Voab, a-dal da Vet-Peor. Ha den n'en deus anavezet e vez betek hiziv.
Jozue a savas ivez daouzek maen e-kreiz ar Jordan, el lec'h ma oa chomet treid an aberzhourien a zouge arc'h an emglev, hag emaint eno betek hiziv.
An den-se a yeas da vro an Hitited, hag e savas ur gêr eno a anvas Luz, hag a zo hec'h anv betek hiziv.