Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gêr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.
Mazhev 27:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude m’en doe taolet ar pezhioù arc’hant en templ, ez eas kuit hag en em grougas. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze, goude m’hen doe sklapet ar peziou arc’hant en templ, e sortiaz ac’hane, hag o veza eat kuit, en em grougaz. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé Judas e daulas en argand én Ty‐Doué, hag e yas d’hum grouguein. |
Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gêr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.
Ha pa welas Zimri e oa tapet kêr, ez eas el lec'h uhelañ eus ti ar roue hag e tevas warnañ ti ar roue, hag e varvas,
Disamm da vec'h war an AOTROU hag e harpo ac'hanout, ne lezo biken an den reizh da vezañ brañsellet.
Ar veleien vras o dastumas hag a lavaras: N’eo ket aotreet o lakaat en teñzor, dre ma’z int priz ar gwad.
ma tegouezhas dezhañ dre ar sord, hervez giz ar velegiezh, mont e-barzh templ an Aotrou evit deviñ an ezañs.
Gervel a reas diouzhtu an den yaouank a zouge e armoù, hag e lavaras dezhañ: Tenn da gleze ha va lazh, gant aon na vefe lavaret ac'hanon: Ur vaouez he deus e lazhet. An den yaouank a doullas anezhañ, hag e varvas.