Ur rummad fall hag avoultr a c’houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.
Mazhev 27:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag o lavarout: Te hag a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar d-out Mab Doue, diskenn eus ar groaz! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Te pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan en tri devez, en em zaveta da‐unan; mar d’oud Mab Doue, disken euz ar groaz. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En ul laret: Hama, té péhani e zïsmante en Ty‐Doué, hag er sàüe arré é corv tri dé, hum zistac té bermen; mar dous Mab Doué, dischenne ag er groéz. |
Ur rummad fall hag avoultr a c’houlenn ur mirakl, ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.
Evel-se ivez, ar veleien vras gant ar skribed hag an henaourien, a lavare en ur c’hoapaat:
Saveteet en deus ar re all ha ne c’hell ket en em saveteiñ e-unan. Mar d-eo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz hag e kredimp anezhañ.
Neuze ar c’hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c’hren-douar ha kement a oa c’hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: E gwirionez, hemañ a oa Mab Doue.
An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc’hemenn d’ar mein-se dont da vezañ bara.
hag a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, en em daol d’an traoñ, rak skrivet eo: Gourc’hemenn a raio d’e aeled kaout evezh ouzhit, ha dougen a raint ac’hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.
Hag e lavaras dezhañ: Ma ne selaouont ket Moizez hag ar brofeded, ne gredint ket kennebeut ha pa adsavfe unan bennak a-douez ar re varv.
Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d’al levenez, hag e kasint profoù an eil d’egile abalamour m’o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar.