youc'hoù trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?
Mazhev 27:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Judaz, an hini en doa e zroukroet, o welout penaos e oa kondaonet, a zeuas keuz dezhañ hag a zegasas an tregont pezh arc’hant d’ar veleien vras ha d’an henaourien, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Judas, pehini hen doa trahisset anezhan, o velet e oa condaonet, a zeuaz keuz dezhan hag a zigassaz an tregont pez arc’hant da brinsed ar veleien ha d’ar re Ancien, en eur lavaret: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé Judas péhani en doé guêrhet anehou, é huélet e oé barnet, e sàüas quæ huerve én é galon, hag ean e zaccoras d’er Pen‐Vêlean ha d’er Ré‐Quetan ag en Dud, en tregond péh argand, |
youc'hoù trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?
Mar broch an ejen gant e gerniel ur sklav pe ur sklavez, roet e vo tregont sikl arc'hant d'o mestr hag an ejen a vo meinataet.
An AOTROU a lavaras din: Taol-se d'ar poder, ar gwerzh kaer-se o deus va frizet gantañ! Hag e kemeris an tregont pezh arc'hant, hag o zaolis e ti an AOTROU, evit ar poder.
Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d’e zroukreiñ,
War-lerc’h an tamm, Satan a yeas ennañ. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh a rez.
Judaz eta, o vezañ kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted a-berzh ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioù, gant gouloù ha gant armoù.
Hemañ o vezañ prenet ur park gant gopr an torfed, a zo kouezhet d’an traoñ, freuzet eo bet dre greiz e gorf hag e holl vouzelloù a zo en em stlabezet.
Rak an dristidigezh hervez Doue a ro ur c’heuz a gas d’ar silvidigezh ha ne vo biken kerse anezhi, met tristidigezh ar bed a zegas ar marv.