Hag Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour, a zistroas da gavout Ezekiaz, o dilhad roget, hag e lavarjont dezhañ komzoù Rabshake.
Mazhev 26:65 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Setu, klevet hoc’h eus e ledoued. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze ar beleg‐braz a rogaz he zillad, en eur lavaret: Gwall‐gomzet hen deuz; daoust hag ezom hon euz‐ni c’hoas a destou? Klevet hoc’h euz breman he wall‐gomz. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé er Bêlêg‐Bras e ringuas é zillad, én ul laret: Touïet en dès; de betra hun nès ni hoah hoant a desteu? Cleuet e hoès en touïereah. |
Hag Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour, a zistroas da gavout Ezekiaz, o dilhad roget, hag e lavarjont dezhañ komzoù Rabshake.
Ar roue hag e holl servijerien ne voent ket spontet pa glevjont an holl gomzoù-se, ha ne rogjont ket o dilhad.
pe un den tort, pe gwan, pe gant un tarch en e lagad, pe galus, pe gant un darouedenn, pe gant e gelloù friket.
Neuze ar skribed hag ar farizianed en em lakaas da c’hrozmolat ha da lavarout: Piv eo hemañ hag a wallgomz? Piv a c’hell pardoniñ ar pec’hedoù, nemet Doue hepken?
Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N’eo ket evit un ober mat e veinataomp ac’hanout, met evit ur gwallgomz: rak n’out nemet un den, hag en em rez Doue.
perak e lavarit e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?
Met an ebestel Barnabaz ha Paol, o vezañ anavezet kement-se, a rogas o dilhad hag a redas e-kreiz an engroez, o krial: