Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e palez ar beleg-meur, anvet Kaifaz,
Mazhev 26:58 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ aet e-barzh, ec’h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec’h echufe kement-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Per a heuliaz anezhan a‐ziabell, bete lez ar beleg‐braz, hag, o veza eat ebarz, ec’h azezaz e‐touez ar zervicherien, evit gwelet ar fin. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Pierre en hélias a ziabel bet porh er Bêlêg‐Bras, è péhani é yas abah hag e chouquas gued er mehuélion, eit guélèd péh tro e guemérehé en treu‐zé. |
Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e palez ar beleg-meur, anvet Kaifaz,
En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma’z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe-eñ ac’hanout etre daouarn ar barner, ha na lakafe ac’hanout ar barner etre daouarn ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon.
Neuze e krogjont ennañ, e kasjont anezhañ hag e lakajont anezhañ da vont e-barzh ti ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell.
Simon-Pêr a oa eno o tommañ. Lavarout a rejont dezhañ: Ha n’out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac’has hag a lavaras: N’on ket.
Pa welas ar veleien vras hag ar serjanted anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc’h-unan ha kroazstagit anezhañ, rak ne gavan torfed ebet ennañ.
Ar farizianed a glevas ar bobl o lavarout kement-se diwar e benn. Ar veleien vras hag ar farizianed a gasjont serjanted evit kregiñ ennañ.
Ar serjanted a zistroas eta etrezek ar veleien vras hag ar farizianed. Ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n’hoc’h eus ket e zegaset?
Met pa zeuas ar serjanted, n’o c’havjont ket er prizon. Distreiñ a rejont hag e kemennjont kement-se,
Neuze ar c’habiten a yeas gant ar serjanted hag a zegasas anezho hep taerder, rak aon o doa da vezañ meinataet gant ar bobl.