Pêr a respontas dezhañ: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac’hin ket ac’hanout. Hag an holl ziskibien a lavaras an hevelep tra.
Mazhev 26:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz a astennas e zorn, a dennas e gleze, a skoas ur servijer eus ar beleg-meur hag a droc’has e skouarn dezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha setu, unan euz ar re a oa gant Jesus, oc’h astenn he zorn, a dennaz he gleze, hag o skei gant eur servicher d’ar beleg braz, e troc’haz he skouarn dezhan. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs unan ag er ré oé guet Jesus, e dennas é glean, hag e drohas scoharn unan a dud er Bêlêg‐Bras. |
Pêr a respontas dezhañ: Ha pa vefe ret din mervel ganit, ne zinac’hin ket ac’hanout. Hag an holl ziskibien a lavaras an hevelep tra.
Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas ur servijer eus ar beleg-meur hag a droc’has e skouarn dezhañ.
Hogen Jezuz a zistroas hag a c’hourdrouzas anezho, o lavarout: N’ouzoc’h ket eus peseurt spered oc’h buhezet,
Jezuz a respontas: Va rouantelezh n’eo ket eus ar bed-mañ. Mar bije va rouantelezh eus ar bed-mañ, va servijerien a stourmje evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien, met bremañ va rouantelezh n’eo ket ac’han.
Rak hon armoù a vrezel n’int ket kigel, met galloudek int dre Zoue evit diskar ar c’hreñvlec’hioù,