Mazhev 26:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Arabad e ve e‐pad ar gouel, gant aoun na zavfe trouz e‐touez ar bobl. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs e larent‐ind, n’er heméramb quet épad er gouil, gued eun n’hum sàüéhé en dud inep‐t‐emb. |
Me a zisklêr an diwezh adalek ar penn-kentañ, hag an dazont abaoe pell. Me a lavar: Va mennad a zalc'ho, hag e rin kement a fell din.
C’hoant en doa d’e lakaat da vervel, met aon en doa rak ar bobl, dre ma oa kemeret ganto evit ur profed.
Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.
Pilat, o welout penaos ne c’houneze netra met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc’has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ. Ouzhoc’h-c’hwi e sell kement-se.
Ar c’hentañ deiz eus ar bara hep goell, pa aberzhed ar Pask, e ziskibien a lavaras dezhañ: Pelec’h e c’hoantaez ez afemp da gempenn dit ar pezh a zo ret evit debriñ ar Pask?
Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
Jezuz a lavaras dezho: Me a vo deoc’h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: Skeiñ a rin ar mesaer hag an deñved a vo stlabezet.
Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio, rak krediñ a reont e oa Yann ur profed.
Neuze e tegasjont Jezuz eus ti Kaifaz d’ar pretordi. Ar mintin e oa, n’ejont ket e-barzh ar pretordi gant aon d’en em saotrañ, evit ma c’helljent debriñ ar Pask.
Kêr holl a voe leuniet a veskadeg, hag e redjont holl a-unvan d’an teatr, o stlejañ ganto Gaiuz hag Aristark, tud eus Makedonia ha kenveajourien Paol.
N’out ket an Ejipsian-se en deus bountet an dud d’an dispac’h en deizioù diwezhañ-mañ hag en deus kaset gantañ d’al lec’h distro pevar mil laer?
evit ober an holl draoù en deus da zorn ha da guzul merket a-raok da zleout bezañ graet.