Mazhev 26:44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ o c’huitaet, ez eas adarre hag e pedas evit an trede gwech, o lavarout an hevelep komzoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza kuiteet anezhe, ez eaz adare hag e pedaz evit an derved gwech, en eur lavaret ar memeus komzou. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs ean ou lausquas, hag hum dennas eit pedein un dairvèd guéh, én ul laret en haval conzeu. |
Neuze e teuas da gavout e ziskibien hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! Setu, an eur a zo tost ha Mab an den a zo droukroet etre daouarn ar bec’herien.
Pa bedit, n’en em servijit ket a adlavarioù aner evel ar baganed, rak e kredont ez eo dre galz a gomzoù e vint selaouet.
Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ.