Mazhev 26:43 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Distreiñ a reas hag o c’havas kousket adarre, rak o daoulagad a oa pounneraet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e teuaz, hag ho c’havaz kousket adare; rag ho daou‐lagad a oa pounereet. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ean e zas en drô devad é zisciplèd, hag ou havas hoah cousquet; rac béet oé ou deulegad gued er housqued. |
Neuze ar sturier a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Perak e kouskez? Sav ha kri da'z Toue! Marteze e soñjo ennomp, ha ned aimp ket da goll.
Mont a reas adarre un eil gwech hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c’hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma’c’h evin anezhañ, ra vo graet da volontez!
O vezañ o c’huitaet, ez eas adarre hag e pedas evit an trede gwech, o lavarout an hevelep komzoù.
Pêr hag ar re a oa gantañ o doa kement a c’hoant kousket, met, o vezañ dihun-tre, e weljont e c’hloar hag an daou zen a oa gantañ.
Un den yaouank anvet Eutikuz, azezet war ar prenestr, a oa bec’hiet gant ar c’housked e-pad prezegenn hir Paol. Eñ a voredas hag a gouezhas eus an trede solieradur d’an traoñ, hag e voe savet marv.
Ra blego pep den d’ar galloudoù uhel, rak n’eus galloud ebet nemet eus Doue, hag ar galloudoù a vez kavet, a zo bet lakaet gant Doue.