Mazhev 25:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re ziskiant a lavaras d’ar re fur: Roit deomp eus hoc’h eoul, rak hol lampoù a ya da vougañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar re foll a lavaraz d’ar re fur: Roit deomp euz hoc’h eôl, rag mouga a ra hon lampou. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag er ré amoèd e laras d’er ré fur: Reit t’emb ag hou ç’évle, rac quênt pell é vou lahet en tan én hun évliérieu. |
Pet gwech e c'hoarvez ma voug goulaouenn ar re zrouk, ma teu an distruj warno? Lodennañ a ra poanioù dezho en e gounnar.
Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc’hez a gemeras o lampoù ganto hag a yeas da ziaraogiñ ar pried.
Met ar re fur a respontas: Gant aon n’hor befe ket a-walc’h evidomp hag evidoc’h, it kentoc’h da gavout ar re a werzh ha prenit evidoc’h.
ha na lavarit ket ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mañ.
Lakait evezh eta penaos e selaouit, rak roet e vo d’an neb en deus, met an hini n’en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh a gred en deus.
Simon a respontas: Pedit c’hwi an Aotrou evidon, evit na c’hoarvezo netra din eus ar pezh hoc’h eus lavaret.
Hor bezet aon eta, pa’z eo bet lezet ganeomp ur bromesa d’antreal en e ziskuizh, n’en defe unan bennak ac’hanoc’h diskouezet bezañ he dilezet.
Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.