An den direizh a zo un euzhusted evit ar re reizh, hag an den eeun a zo un euzhusted evit ar re zrouk.
Mazhev 24:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e roint ac’hanoc’h evit bezañ poaniet hag e lazhint ac’hanoc’h, hag e viot kasaet gant an holl vroadoù abalamour da’m anv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e livrint ac’hanoc’h da veza tourmantet, hag e lazint ac’hanoc’h; hag e veot kaseet gant an holl nationou abalamour d’am hano. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé e vehet laqueit étré deourn en dud a varn de vout ansquinet; ind hou laquei d’er marhue; ha hui e vou casseit gued ol er bobleu dré en arben a me hanhue. |
An den direizh a zo un euzhusted evit ar re reizh, hag an den eeun a zo un euzhusted evit ar re zrouk.
Ar re boellek e-touez ar bobl a gelenno meur a hini, met kouezhañ a raint dre ar c'hleze, dre ar flamm, dre an dalc'herezh ha dre ar preizherezh, e-pad deizioù.
Dre-se, setu, e kasan deoc’h profeded, tud fur ha skribed. Lazhañ a reot darn hag o stago ouzh ar groaz, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù hag heskinañ a reot anezho eus an eil kêr d’eben,
Setu perak furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel, hag e lazhint lod anezho ha lod all a wallgasint,
Met a-raok an holl draoù-se, e lakaint o daouarn warnoc’h hag e wallgasint ac’hanoc’h, ho kasint er sinagogennoù hag ho lakaint er prizon, ho kasint dirak rouaned ha dirak gouarnourien abalamour da’m anv.
Met kement-se holl a raint deoc’h en abeg da’m anv, rak n’anavezont ket an hini en deus va c’haset.
Kas a raint ac’hanoc’h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d’ar marv reiñ ul lid da Zoue.
met hon eus c’hoant da glevout ganit petra eo da soñjoù, rak diwar-benn ar sektenn-se ec’h ouzomp e komzer a-enep dezhi e pep lec’h.
Met mar gouzañv unan bennak evel kristen, ra n’en devo ket mezh ha ra roio gloar da Zoue e kement-se.
Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.
Anavezout a ran da oberoù, e pelec’h e chomez, e-lec’h ma emañ tron Satan. Hag e talc’hez va anv ha ne’c’h eus ket nac’het va feiz, zoken en deizioù ma’z eo bet lakaet d’ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec’h ma chom Satan.
Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.