Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 4:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Met mar gouzañv unan bennak evel kristen, ra n’en devo ket mezh ha ra roio gloar da Zoue e kement-se.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Mes ma souffr evel christen, ne dle ket kaoud mêz, mes renta gloar da Zoue evit kement‐se.

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 4:16
20 Referencias Cruzadas  

Meulit eta an AOTROU e sklêrijenn ar flammoù, hag anv an AOTROU Doue Israel en inizi ar mor.


An Aotrou AOTROU a sikour ac'hanon, setu perak n'on ket mezhek. Lakaet em eus va dremm heñvel ouzh ur maen, ha gouzout a ran ne vin ket abafet.


Na'z pez ket aon, ne vi ket dismegañset ha ne vi ket mezhekaet, rak ne vi ken displetaet, met ec'h ankounac'hai mezh da yaouankiz, ne'z po ken a soñj eus dismegañs da intañvelezh.


hag, o vezañ e gavet, e tegasas anezhañ da Antioch. E-pad ur bloavezh leun, en em zastumjont gant an Iliz hag e kelennjont ur bobl vras. En Antioch eo e voe roet, evit ar wech kentañ, an anv a Gristenien d’an diskibien.


Agrippa a lavaras da Baol: Emaon kazi gounezet ganit da vezañ kristen.


met hon eus c’hoant da glevout ganit petra eo da soñjoù, rak diwar-benn ar sektenn-se ec’h ouzomp e komzer a-enep dezhi e pep lec’h.


Int eta en em dennas a-zirak ar sanedrin, leuniet a levenez da vezañ bet kavet dellezek da c’houzañv dismegañs evit e anv.


hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne’m bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Grist em c’horf c’hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv.


rak roet en deus deoc’h ar c’hras, abalamour da Grist, nann hepken da grediñ ennañ met c’hoazh da c’houzañv evitañ,


Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.


Ha ne vallozhont ket an anv kaer a zo bet galvet warnoc’h?


oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.


Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Mar bez lavaret dismegañsoù deoc’h abalamour da anv Krist, eürus oc’h, rak ar Spered a c’hloar, Spered Doue, a zo warnoc’h. Mallozhet eo ganto, met resev a ra gloar diganeoc’h.


Evel-se eta, ra zeuio ar re a c’houzañv hervez bolontez Doue, da erbediñ o eneoù evel da ur C’hrouer feal en ur ober ar mad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos