La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Mazhev 24:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo e meur a lec’h naonegezhioù, bosennoù ha krenoù-douar.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Rag eur bobl a zavo a‐enep eur bobl all, hag eur rouantelez a‐enep eur rouantelez all; ha beza e vezo kernez, ha bossen ha krennamant douar e meur a leac’h.

Ver Capítulo

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

Rac guélet e vou e seùel pobl éneb de bobl, ranteleah éneb de ranteleah, ha bout e vou bocenneu, queltrî, ha creineu douar é calz a léhieu.

Ver Capítulo



Mazhev 24:7
20 Referencias Cruzadas  

Ur vroad a oa gwasket gant ur vroad all, hag ur gêr gant ur gêr all, rak Doue a drubuilhe anezho dre bep seurt enkrezioù.


Atizañ a rin an Ejipsian a-enep an Ejipsian, hag e stourmint, pep hini a-enep e vreur, pep hini a-enep e amezeg, kêr a-enep kêr, rouantelezh a-enep rouantelezh.


Gweladennet e vi gant AOTROU an armeoù, gant kurunoù, krenioù-douar, trouz bras, korventenn, arnev, flamm un tan loskus.


Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma kasan va fevar barn drouk a-enep Jeruzalem, ar c'hleze, an naonegezh, al loened noazus hag ar vosenn, evit lemel diouti tud ha loened,


En e zorn dehou emañ ar sord o verkañ Jeruzalem, evit sevel tourterezioù, embann al lazhadeg, leuskel kriadennoù a vrezel, renkañ an tourterezioù a-enep an dorojoù, sevel tosennoù hag ober kreñvlec’hioù.


En deiz-se e c'hoarvezo ma vo en o zouez un drubuilh vras a-berzh an AOTROU. Kregiñ a raint an eil en dorn egile, hag e savint o daouarn an eil a-enep egile.


Hag e vo krenoù-douar bras e meur a lec’h, naonegezhioù ha bosennoù. Traoù spouronus en em ziskouezo ha sinoù bras eus an neñv.


Unan anezho, anvet Agabuz, a savas hag a zisklêrias dre ar Spered e vije un naonegezh vras dre an douar holl, ar pezh a erruas e gwirionez dindan Glaoda-Kezar.


Burzhudoù a ziskouezin d’an nec’h en neñv, ha mirakloù d’an traoñ war an douar, gwad, tan hag un aezhenn a voged.


Ar gerioù-mañ: Ur wech c’hoazh, a verk diskar an traoù brañsellet, evel o vezañ bet graet, evit ma pado an traoù divrañsellus.


Me a sellas pa zigoras ar c’hwec’hvet siell ha setu, ur c’hren-douar bras en em reas, an heol a zeuas du evel ur sac’had reun, al loar a zeuas evel gwad,


Pa zigoras an trede siell, e klevis an trede bev a lavare: Deus ha gwel. Me a sellas ha setu, ur marc’h du en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur valañs en e zorn.


Hag e klevis ur vouezh e-kreiz ar pevar bev a lavare: Ur c’hoiniks gwinizh evit un diner ha tri c’hoiniks heiz evit un diner, met na washa ket an eoul nag ar gwin.


Me a sellas ha setu, ur marc’h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec’h ar marv a gerzhe d’e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c’hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.