ha pep kentañ-ganet a varvo e bro Ejipt, adalek kentañ-ganet Faraon, eñ hag a zo azezet war e dron, betek kentañ-ganet ar vatezh a zo a-drek ar maen-milin, kenkoulz ha pep kentañ-ganet al loened.
Mazhev 24:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned eus daou a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) deuz diou a vezo o vala en eur vilin, unan a vezo kemeret hag e‐ben lezet. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Dihue e vou, é valein en ur vélin; unan e vou queméret ag en arall e vou lézet. |
ha pep kentañ-ganet a varvo e bro Ejipt, adalek kentañ-ganet Faraon, eñ hag a zo azezet war e dron, betek kentañ-ganet ar vatezh a zo a-drek ar maen-milin, kenkoulz ha pep kentañ-ganet al loened.
Kemer ar mein-milin ha mal bleud, distag da ouel, troñs da vrozh, dizolo da zivesker, tremen er stêrioù.
Ne vo ket kemeret e gouestl an daou vaen eus ur vilin, nag ar maen-reder, dre ma vefe kemer e gouestl ar vuhez hec'h-unan.