Hennezh a vo un deiz dibar, anavezet gant an AOTROU. Ne vo na deiz na noz, met d'abardaez e vo sklêrijenn.
Mazhev 24:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n’o anavez, zoken aeled an neñv, met va Zad hepken. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes den ne anavez an deiz nag an heur‐ze, nag an êlez euz an env ken‐neubeud, n’euz nemed va Zad hag ho anavez. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs aveid en dé hag en amzér‐zé, ne houér dén nag en Ælèd en Nean, meit me Zad hemb‐quin. |
Hennezh a vo un deiz dibar, anavezet gant an AOTROU. Ne vo na deiz na noz, met d'abardaez e vo sklêrijenn.
Dre-se c’hwi ivez, en em zalc’hit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket.
Evit ar pezh a sell ouzh an deiz pe an eur, den n’o anavez, nag an aeled a zo en neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken.
Eñ a lavaras dezho: N’eo ket roet deoc’h anavezout an amzerioù pe ar c’houlzioù en deus merket an Tad en e c’halloud e-unan.
Deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz. En amzer-se an neñv a dremeno gant trouz vras, an elfennoù entanet a vo teuzet, an douar gant an oberoù a zo ennañ a vo devet holl.
Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.
Az pez soñj eta eus ar pezh ac’h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da’z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da’z kavout.