Jonatan mab Saül en doa ur mab mac'hagnet e dreid. Pa oa oadet a bemp bloaz, pa zeuas eus Jizreel ar c'heloù diwar-benn Saül ha Jonatan, e vagerez en kemeras hag a dec'has, hag evel ma'c'h haste tec'hout, e kouezhas hemañ, hag e teuas da vezañ kamm. E anv a oa Mefiboshed.
Neuze Menahem a skoas war Difsak ha war an holl re a oa gantañ, ha war e vro adalek Tirza. Dre ma n'he doa ket digoret he dorioù dezhañ, e skoas warni. Ha faoutañ a reas o c'hofoù d'hec'h holl zougerezed.
Int a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho. Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet: Tennet ec’h eus meuleudi eus genoù ar vugale hag eus ar re a zo ouzh ar vronn?