Mazhev 24:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dre ma vo kresket an direizhder, karantez meur a hini a yenaio. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha dre ma cresko ar fallentez, ar garantez a ienao e calon kalz a dud. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha rac ma vou cresquet er fallanté, caranté e hoannei é calon ur lod caër a dud. |
Setu perak, oc’h en em ziwiskañ eus pep loustoni hag eus an holl zrougiezh, degemerit gant douster ar ger a zo bet plantet ennoc’h hag a c’hell saveteiñ hoc’h eneoù.
Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.
Anavezout a ran da oberoù. Gouzout a ran n’out na yen na tomm. O, Ma vijes bet yen pe tomm!