Evel ma oa klañv Elizea gant ar c'hleñved a varvje, Joaz roue Israel a ziskennas hag a ouelas war e zremm, en ur lavarout: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh!
Mazhev 23:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Na c’halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha na c’halvit den var an douar ho tad; rag n’hoc’h euz nemed eun Tad hepken, an hini a zo en envou. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha ne galhuet dén erbet hou tad arh en douar: rac unan hemp quin e zou hou Tad péhani e zou én Nean. |
Evel ma oa klañv Elizea gant ar c'hleñved a varvje, Joaz roue Israel a ziskennas hag a ouelas war e zremm, en ur lavarout: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh!
Elizea, o sellout outañ, a grie: Va zad! Va zad! Karr Israel hag e varc'hegiezh! He ne welas ken anezhañ. Hag o kregiñ en e zilhad, o rogas e daou damm.
Pa welas anezho roue Israel, e lavaras da Elizea: Va zad, ha skeiñ a rin, ha skeiñ a rin?
Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?
Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc’h eus ezhomm eus an holl draoù-se.
Mar gouzoc’h eta, ha c’hwi fall, reiñ traoù mat d’ho pugale, pegement muioc’h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d’ar re o goulenn digantañ.
Tud breudeur ha tadoù, selaouit bremañ ar pezh am eus da lavarout deoc’h evit va difenn.
Pa ho pefe zoken dek mil mestr e Krist, n’ho pefe ket meur a dad, rak me eo an hini en deus ganet ac’hanoc’h e Jezuz-Krist dre an Aviel.
A-hend-all hon tadoù hervez ar c’hig o deus hor c’hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc’h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez?
Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c’heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n’anavez ket ar bed ac’hanomp: o vezañ n’en deus ket anavezet anezhañ.