Lot a yeas hag a gomzas ouzh e vibien-kaer, ar re o doa kemeret e verc'hed, hag a lavaras: Savit, kit kuit eus al lec'h-mañ, rak emañ an AOTROU o vont da zistrujañ ar gêr. Met e vibien-kaer a gredas e rae goap.
Mazhev 22:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ne rejont van ebet ouzh kement-se hag ez ejont, unan d’e bark, unan all d’e genwerzh, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes int na rejont van e‐bed euz a gement‐se, hag ez ejont kuit, unan d’he vereri, hag eun all d’he drafic. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs ind e yas peb unan d’é dû, lod arh er mæzeu, ha lod d’ou marhadeu. |
Lot a yeas hag a gomzas ouzh e vibien-kaer, ar re o doa kemeret e verc'hed, hag a lavaras: Savit, kit kuit eus al lec'h-mañ, rak emañ an AOTROU o vont da zistrujañ ar gêr. Met e vibien-kaer a gredas e rae goap.
Jakob a roas da Ezaü bara ha legumaj piz-rous, hag e tebras hag ec'h evas. Neuze e savas hag ez eas kuit. Evel-se Ezaü a zisprizas an henañded.
Doujañs an AOTROU a zo penn-kentañ an anaoudegezh, met ar re ziskiant a zispriz ar furnez hag an deskadurezh.
An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger, met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù a voug ar ger hag e laka difrouezh.
Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d’ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d’an eured.
hag e lavaras d’ar re a werzhe koulmed: Tennit an dra-se ac’han, na rit ket eus ti va Zad un ti a varc’had.
Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec’h, e c’halvin ac’hanout en-dro.
Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c’halv madelezh Doue ac’hanout d’ar geuzidigezh?
penaos e c’hellimp tec’hout kuit mar dilezomp ur silvidigezh ken bras, a zo bet prezeget da gentañ gant an Aotrou, a zo bet roet deomp evel gwirion gant ar re o deus e glevet,
Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.