Bennigit an AOTROU, c'hwi e aeled, c'hwi hag a zo galloudek e nerzh hag a seven e c'hourc'hemennoù o sentiñ ouzh mouezh e gomz!
Mazhev 22:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak en adsavidigezh a varv, ar wazed n’o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec’h, met bez’ e vint evel aeled Doue en neñv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag er resurrection, ar oazed na gemerint ket a c’hragez, nag ar gragez a briejou, mes beza e vezint evel elez Doue en env. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Rac pe sàüou en dud a varhue de vihue, ne vou mui diméet hanni, hag hanni n’en dou prièd er bet; mæs en ol e vou él Æled ér Baraouis. |
Bennigit an AOTROU, c'hwi e aeled, c'hwi hag a zo galloudek e nerzh hag a seven e c'hourc'hemennoù o sentiñ ouzh mouezh e gomz!
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar kerzhez em hentoù ha mar mirez ar pezh a fell din e vefe miret, e varni va zi hag e tiwalli va leurioù, hag e roin dit digor frank e-touez ar re-se en em zalc'h amañ.
Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc’h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc’hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.
Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n’hoc’h eus ket lennet ar pezh en deus Doue lavaret deoc’h:
Rak en deizioù a-raok al liñvadenn-veur, an dud a zebre hag a eve, en em zimeze hag a roe da zimeziñ, betek an deiz ma’z eas Noe en arc’h,
An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a veze roet da zimeziñ, betek an deiz ma’z eas Noe en arc’h, hag al liñvadenn-veur a zeuas hag o distrujas holl.
Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.