Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
Mazhev 22:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas dezho: En dallentez emaoc’h, dre n’anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: En errol emoc’h, o veza na anavezit ket ar Scrituriou, nag ar galloud euz a Zoue. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs Jesus e rescondas hag e laras tehai: Hum fariat e hret, ha ne hanaùet quet er Scritur na guelloud en Eutru Doné. |
Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
Lonkañ a raio ar marv en trec'h; an Aotrou AOTROU a sec'ho an daeroù diwar an holl zremmoù, hag a lakaio dismegañs e bobl da dec'hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.
Da re varv a vevo! Va c'horf marv a savo! Dihunit ha kanit gant levenez, tud ar boultrenn! Rak da c'hlizhenn a zo evel glizhenn ar sklêrijenn, hag an douar a roio en-dro ar re aet da get.
A! Aotrou AOTROU, setu ec'h eus graet an neñvoù hag an douar, dre da nerzh bras ha da vrec'h astennet, tra ebet n'eo re vras evidout.
Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.
Jezuz a respontas dezho: Ha n’emaoc’h ket en dallentez, dre n’anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue?
Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù.
Dihunit hervez ar reizhder ha na bec’hit ket, rak bez’ ez eus darn hep anaoudegezh Doue, lavarout a ran kement-se evit ho mezh.
Eñ a gemmo hor c’horf a zismegañs evit e lakaat heñvel ouzh korf e c’hloar, hervez ar galloud en deus da lakaat an holl draoù da blegañ dezhañ.