Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.
Mazhev 21:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a reas ivez etrezek egile hag e lavaras an hevelep tra. Hag hemañ a respontas: Mont a ran, aotrou. Met ne d-eas ket. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Dond a reaz neuze etrezeg egile, hag e lavaraz dezhan ar memeus tra. He‐man a respontaz hag a lavaraz: Mond a ran, Aotrou; mes n’ez eaz ket. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Donnet e hras ehué de gavouèt er guilé hag e laras dehou en haval dra, hag hènnén e laras: monnet e hran, Eutru; mæs ean ne yas quet. |
Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.
Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar gisti ho tiaraog e rouantelezh Doue.
Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc’h da virout, met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront met ne reont ket.
Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.