Mazhev 20:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour hag e lavaras dezho: Perak en em zalc’hit amañ a-hed an deiz hep ober netra? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza eat er meaz e‐tro an unecved heur, e kavaz re all hag a oa dilabour, hag e lavaraz dezhe: Perag e choumit‐hu aze hed an deiz hep ober netra? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé, ean e yas er mæz arré ardro en unécvèd ær, hag él ma cavas hoah ér dachen tud hemb labour, ean e laras dehai: Perac é chomet‐hui a‐men de boéz abad en dé? |
Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.
Setu amañ direizhder da c'hoar Sodom: lorc'hentez. Bez' he doa fonnusted a vara ha didalvoudegezh vak, hi hag he merc'hed, met n'he deus ket nerzhekaet dorn an ezhommeg hag ar paour.
Mont a reas adarre er-maez war-dro ar c’hwec’hvet ha war-dro an navet eur, hag e reas an hevelep tra.
Respont a rejont dezhañ: Dre n’en deus den ebet gopret ac’hanomp. It ivez da’m gwinieg, emezañ, hag e resevot ar pezh a vo reizh.
E-pad ma’z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c’haset. An noz a zeu, ha den ne c’hell labourat enni.
An holl Ateniz hag an estrañjourien a chome en eno ne dremenent o amzer nemet o lavarout pe o selaou un nevezinti bennak.
evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted.