Mazhev 20:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad. Ha raktal o daoulagad a resevjont ar gweled hag ec’h heuilhjont anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus, o kaout truez outhe, a douchaz ouz ho daou‐lagad, ha kerkent e veljont sclear, hag ec’h heuljont anezhan. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha Jesus en doé truhé d’oh‐t‐hai, hag e laquas é zourn arh ou teulagad; ha quentéh ou teulagad e gavas er gouleu, hag ind e hélias anehou. |
Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud, en doe truez outo hag a yac’haas o c’hlañvourien.
Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c’hichen ha n’o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c’has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent.
Pa dostajont ouzh Jeruzalem ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,
O vezañ stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti. Hi a savas hag a servijas anezho.
O welout an holl dud-se, en doe truez outo abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep mesaer.
O vezañ e dennet eus ar bobl a-du, e lakaas e vizied en e zivskouarn hag, o kemer eus e grañch, e stokas e deod.
Kerkent ec’h adkavas ar gweled, hag ec’h heulias Jezuz o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.
Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Lezit d’ober! Hag o vezañ stoket ouzh e skouarn, e yac’haas anezhañ.
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Dre-se eo bet ret ma teuje e pep tra heñvel ouzh e vreudeur, evit ma vije ur beleg meur trugarezus ha feal en traoù a sell ouzh Doue, evit dasprenañ pec’hedoù ar bobl,
A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc’h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,