Absalom hag holl dud Israel a lavaras: Kuzul Hushai an Arkiad a zo gwelloc'h eget kuzul Akitofel. Rak an AOTROU en doa divizet lakaat da gouezhañ kuzul Akitofel, hag a oa mat, evit ma teuio an droug war Absalom.
Mazhev 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It ha goulennit gant preder pelec’h emañ ar bugel bihan. Pa ho po e gavet, roit din da anavezout evit ma’z in me ivez d’e azeuliñ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag o kas anezhe da Vethlehem, e lavaraz: It, ha goulennit gant preder divarben ar bugel bihan, ha pa ho pezo kavet anezhan, livirit d’in, evit ma’z in‐me ive d’hen adori. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha doh ou davaiein de Vethleem, ean e laras dehai: Quêrhet hag atercet erhat a zivout er hroaidur; hag a p’hou‐pou ean cavet, laret‐ean d’eing, eit ma hein ehué d’en adorein. |
Absalom hag holl dud Israel a lavaras: Kuzul Hushai an Arkiad a zo gwelloc'h eget kuzul Akitofel. Rak an AOTROU en doa divizet lakaat da gouezhañ kuzul Akitofel, hag a oa mat, evit ma teuio an droug war Absalom.
Jezabel a gasas ur c'hannad etrezek Elia, da lavarout dezhañ: Ra raio an doueoù din hervez o brasañ rustoni, ma ne lakaan ket da ene warc'hoazh d'an eur-mañ evel ene unan anezho.
Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,
Neuze Herodez, o vezañ galvet ar majed e-kuzh, a c’houlennas gant preder diganto e pe amzer e oa en em ziskouezet ar steredenn.
Ar re-mañ, goude bezañ klevet ar roue, a yeas kuit. Ha setu, ar steredenn o doa gwelet er sav-heol a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-us d’ul lec’h ma oa ar bugel bihan.