Setu lezenn an Nazeread pa vo deizioù e engouestl leuniet: degaset e vo ouzh digor teltenn an engalv,
Mazhev 2:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret; hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted: Galvet e vezo Nazaread. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag e yas de chome d’ur guær hanhuet Nazareth, eit ma vezé bet laqueit de vout guir er gonze‐men ag er Brofætèd: Hanhuet‐vou Nazaréen. |
Setu lezenn an Nazeread pa vo deizioù e engouestl leuniet: degaset e vo ouzh digor teltenn an engalv,
Kement-se holl a c’hoarvezas, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed:
Evel ma’z ae etrezek an nor, ur vatezh all a welas anezhañ hag a lavaras d’ar re a oa eno: Hemañ a oa ivez gant Jezuz a Nazared.
o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c’holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.
Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea hag e voe badezet gant Yann er Jordan.
Er c’hwec’hvet miz, an ael Gabriel a voe kaset gant Doue d’ur gêr a C’halilea galvet Nazared,
Goude m’o doe graet pep tra hervez lezenn an Aotrou, e tistrojont e Galilea, d’o c’hêr Nazared.
Int a respontas dezhañ: Jezuz a Nazared. Jezuz a lavaras dezho: Emaon. Ha Judaz, an hini en droukroe, a oa ivez ganto.
Pilat a reas ivez ur skrid hag en lakaas war ar groaz. Ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN.
Tud eus Israel, klevit ar gerioù-mañ! Jezuz a Nazared, an den-se aprouet gant Doue en ho touez dre an oberoù a c’halloud, ar burzhudoù hag ar sinoù en deus graet Doue drezañ e-kreiz ac’hanoc’h, evel ma ouzoc’h hoc’h-unan,
Kavet hon eus an den-mañ, ur vosenn anezhañ, hag a laka an dizunaniezh e-touez ar Yuzevien stlabezet er bed, hag a zo penn eus skol an Nazareidi,
Bez' e vi brazez hag e c'hani ur mab; an aotenn ne dremeno ket war e benn, rak ar bugel a vo un Nazeread a Zoue adalek ar c'hof. Eñ eo an hini a grogo da zieubiñ Israel eus dorn ar Filistined.
Hag e reas ur gouestl o lavarout: AOTROU an armeoù, mar sellez ouzh glac'har da servijerez, ma'z pez soñj ac'hanon, ma n'ankounac'haez ket da servijerez, ma roez da'z servijerez ur bugel paotr, e roin anezhañ d'an AOTROU holl zeizioù e vuhez, hag an aotenn ne dremeno ket war e benn.