Mazhev 2:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hemañ, o vezañ savet, a gemeras ar bugel bihan hag e vamm, hag a zeuas e bro Israel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Josef eta, o veza savet, a gemeraz ar bugel hag he vam, hag a zeuaz en douar Israel. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jojeb e sàüas, e gueméras er hroaidur hag é vam, hag e yas en drô d’er vrô a Israël. |
o lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, ha kae da vro Israel, rak ar re a glaske ar bugel bihan evit e lazhañ a zo marv.
Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec’h e dad Herodez, en doe aon da vont di. O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea.
Dre ar feiz Abraham, pa voe galvet, a sentas evit mont d’ar vro a dlee kaout da hêrezh hag a yeas kuit, hep anavezout pelec’h ez ae.