hag e tistroas da gavout e vreudeur, hag e lavaras: Ar bugel n'emañ ket ennañ! Ha me, da belec'h ez in?
Mazhev 2:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Garmoù a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù, gouelvan ha klemmvanoù bras, Rachel o ouelañ he bugale, ha ne fellas ket dezhi bezañ dic’hlac’haret, abalamour n’emaint mui. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Klevet a zo bet en Rama criadennou, hirvoudou, gwelvan ha klemmou braz: Rachel o wela d’he bugale; ha na felle ket dezhi beza consolet, abalamour n’emaint mui. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Cleuet e zou bet é Rama un trous vras, clemmeu ha boéhieu hirvoudus: Rachel e ouil d’hé bugalé, ha ne fal quet dehi bout disglaharet, rac nen d’int quet mui. |
hag e tistroas da gavout e vreudeur, hag e lavaras: Ar bugel n'emañ ket ennañ! Ha me, da belec'h ez in?
Jakob o zad a lavaras: Forc'het on diouzh va bugale ganeoc'h: Jozef n'emañ ken ha Simeon n'emañ ken, hag e tapfec'h Benjamin! Warnon-me eo kouezhet an holl draoù-mañ!
Met pa varv an den, e chom dic'halloud; p'en deus rentet e analad diwezhañ, pelec'h emañ?
Evel-henn e komz an AOTROU: Ur vouezh a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù ha gouelvanoù c'hwerv, Rachel o ouelañ he mibien, ha ne fellas ket dezhi bezañ frealzet diwar-benn he mibien pa n'eus ken anezho.
Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioù, evel enkrez ur vaouez en he c'hentañ gwilioud, kriadenn merc'h Sion o huanadiñ, oc'h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.
Displegañ a reas anezhañ dirazon, hag e oa skrivet en diabarzh hag en diavaez. Klemmganoù, goueladegoù ha huanadoù a oa skrivet ennañ.
An holl a ouele hag a hirvoude abalamour dezhi. Met eñ a lavaras: Na ouelit ket, n’eo ket marv, met kousket a ra.
Me a welas hag a glevas un ael a nije dre greiz an neñv, o lavarout gant ur vouezh kreñv: Gwalleur, gwalleur, gwalleur d’an dud a chom war an douar, abalamour da son trompilhoù an tri ael a dle c’hoazh seniñ!